Iskevrennad eus | aerial bomb, thermonuclear weapon |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1956 |
Daveennoù douaroniel | 73°48′26″N 54°58′54″E |
Bro orin | Israel, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Deiziad | 30 Her 1961 |
Darvoud-alc'hwez | Tsar Bomba weapons test |
Oberataer | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Manufacturer | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Treset gant | Yulii Khariton, All-Russian Scientific Research Institute Of Technical Physics, All-Russian Scientific Research Institute of Experimental Physics |
Tsar Bomba (Rusianeg: Царь-бомба; "Bombezenn Tsar") pe c'hoazh "Ivan an Tev", "Rouanez ar bombezennoù", "Bombezenn Impalaer", Tsar o vezañ awenet gant ar ger Caesar, eo lesanvioù ar vombezenn dre hidrogen AN602.
Bet eo ar vombezenn derc'hanel pe nukleel greñvañ a zo bet lakaet da darzhañ en Istor Mab-Den. Ul lodenn eo eus redadeg an armoù etre ar bloc'had soviedel hag ar bloc'had kornôgel.
D'an 30 a viz Here 1961 da 11 eur 32[1] e oa bet graet an test gwirion eus an Tsar Bomba ; chomet eo an test meur war un darzhadenn a orin nann naturel.
Kuz'kina Mat' (Rusianeg: Кузькина мать, Mamm Kuzka) a reer eus AN602 a-wechoù, pa reer dave da bromesa Nikita C'hrouchtchov da ziskouez da Stadoù-Unanet Amerika ur "Kuz'kina Mat'" e-kerzh Emvod-meur Aozadur ar Broadoù Unanet e 1960.
Gant URSS e voe graet ar vombezenn ; etre 50 hag 58 megatonennoù TNT e oa he galloud. Ur vombezenn Tsar Bomba hepken a voe savet ez-ofisiel, hag amprouet d'an 30 a viz here 1961 en enezeier Novaya Zemlya, e Sukhoy Nos.